Varna (Oblast)
Kêr-benn | Varna |
---|---|
Poblañs | 495,702 |
Gorread | 3,820 km² |
Stankter ar boblañs | 130 den/km² |
Kumuniezhoù | 12 |
Kod ar Broviñs evit ar plakennoù-marilh | B |
Gwerzhid-eur | EET (UTC+2; UTC+3 e-pad an hañv) |
Gouarnour | Petar Kandilarov |
Lec'hienn kenrouedad | http://www.vn.government.bg/ |
Oblast Varna (bulgareg: Област Варна, Oblast Varna) a zo ur broviñs e Biz Bulgaria. Unan eus 28 proviñs Bulgaria eo. Enni ez eus 12 rann (общини, obshtini, unander общинa, obshtina). Varna eo he c'hêrbenn.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ an oblast, pe ar broviñs, a-hed ar Mor Du. Ul lodenn eus plaenenn an Danav en em astenn enni.
An danvezioù naturel a zo rock salt, maen-raz, silik ha pri, dour melar ha gas naturel.
Kerreizh eo an hin gant goañvezhioù yen ha gleb ha hañvezhioù tomm ha sec'h. Tost da greizdouarad eo an hin war aod ar Mor Du gant goañvioù ha hañvioù soubloc'h.
Kumuniezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aksakovo (da gontañ kêr Aksakovo ha kêriadennoù Botevo, Dobrogled, Dolishte, Ignatievo, General Kantardzhievo, Izvorsko, Kichevo, Klimentovo, Krumovo, Kumanovo, Lyuben Karavelovo, Novakovo, Oreshak, Osenovo, Pripek, Radevo, Slanchevo, Voditsa, Vaglen, Yarebichna, Zasmyano ha Zornitsa)
- Avren (da gontañ keriadennoù Avren, Benkovski, Bliznatsi, Bolyartsi, Dobri Dol, Dabravino, Kazashka Reka, Kitka, Krusha, Priseltsi, Ravna gora, Sadovo, Sindel, Trastikovo, Tsarevtsi, Yunak ha Zdravets)
- Beloslav (da gontañ kêr Beloslav hag keriadennoù Ezerovo, Strashimirovo, and Razdelna)
- Byala (da gontañ kêr Byala ha keriadennoù Dyulino, Goritsa, Gospodinovo, Popovich ha Samotino)
- Dalgopol ( kêr Dalgopol ha kêriadennoù Arkovna, Asparuhovo, Boryana, Kamen Dyal, Komunari, Krasimir, Lopushna, Medovets, Partizani, Polyatsite, Royak, Sava, Sladka Voda, Tsonevo ha Velichkovo)
- Devnya (da gontañ kêr Devnya ha kêriadennoù Kipra ha Padina)
- Dolni Chiflik (da gontañ kêr Dolni Chiflik ha kêriadennoù Bardarevo, Bulair, Detelina, Golitsa, Goren Chiflik, Grozdyovo, Krivini, Nova Shipka, Novo Oryahovo, Pchelnik, Rudnik, Solnik, Staro Oryahovo, Shkorpilovtsi, Venelin ha Yunets)
- Provadiya (da gontañ kêr Provadiya ha kêriadennoù Barzitsa, Blaskovo, Bozveliysko, Chayka, Cherkovna, Chernook, Dobrina, Gradinarovo, Hrabrovo, Kiten, Komarevo, Krivnya, Manastir, Nenovo, Ovchaga, Petrov Dol, Ravna, Slaveykovo, Snezhina, Staroselets, Tutrakantsi, Venchan, Zhitnitsa ha Zlatina)
- Suvorovo (da gontañ kêr Suvorovo hag ar gêriadennoù Banovo, Chernevo, Drandar, Izgrev, Kalimantsi, Levski, Nikolaevka ha Prosechen)
- Valchidol (da gontañ kêr Valchidol ha kêriadennoù Boyana, Brestak, Cherventsi, Dobrotich, Esenitsa, General Kiselovo, General Kolevo, Iskar, Izvornik, Kaloyan, Karamanite, Krakra, Metlichina, Mihalich, Oborishte, Radan Voyvoda, Shtipsko, Stefan Karadzha, Strahil, Voyvodino Zvanets)
- Varna (da gontañ kêr Varna ha kêriadennoù he fanlev Kamenar, Kazashko, Konstantinovo, Topoli ha Zvezditsa)
- Vetrino (da gontañ kêriadennoù Belogradets, Dobroplodno, Gabarnitsa, Mlada Gvardiya, Momchilovo, Nevsha, Neofit Rilski, Sredno Selo, Vetrino ha Yagnilo)
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]495 702 annez[1] zo (2007). 71% a zo o chom e Varna ha 81% en takadoù-kêr (keitad broadel : 70%).
Stankted ar boblañs a zo par da 130/km (keitad broadel : 70). Feurioù an euredoù, ar ganedigezhioù hag an torroù-dimeziñ a zo uheloc'h ivez. Ar feur mervel hag ar feur dilabour (7.34% e 2005) a zo izeloc'h.
Ar boblañs zo enni Bulgared—85.3%; Turked—8.1%; Romed—3.4% Armened—0.6%; Russed—0.3%, hag Ukrainied, Yuzevion, Gresianed, Tatared Krimea, Sirkasianed, Vlaked hag all. Bez'zo muioc'h-mui a dud eus broioù ar c'hôrnog ha Sina, India, ar bed arab, Afrika.
Bez'zo reizhkredennourion, muzulmaned (9,75%), strolladoù bihanoc'h protestanted, katoliked, yudevion, boudaiz.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Annnezet eo al lec'h abaoe Nevezoadvezh ar Maen.
Annezet eo bet war-lerc'h gant an Trakianed ha koñversañ a reont gant ar Gresianed. Er IVvet kantved e oa staget da impalaeriezh Fulup II a Makedonia hag Aleksandr Veur.
Aloubet eo bet gant an Impalaeriezh roman.
Slaved a erruas er VIvet kantved. Lodenn an Impalaeriezh otoman e teuas da vezañ e 1389.
E-pad ar bloavezhioù 1980 e oa kreiz emsav ar mab-den an Durked vulgarian a-enep kampagn gouarnamant komunour Todor Zhivkov da heñvelaat ouzho.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An eil proviñs evit postadurioù eeun estren eo. Izeloc'h eo he feur dilabour eget ar feur broadel.
Lec'hioù a bouez : porzh Varna, aerborzh Varna, porzh-houarn Varna, an daou gourhentoù broadel (Haemus ha Cherno More).
Greanterezh ha labour-douar (ed, frouezh, gwin) ha koadoù. Ur greizhenn desavadurel ha sevenadurel eo ar broviñs gant pemp skol-veur, ensavadurioù, mirdioù, ur vuhez arzel ha gouelioù etrebroadel.
Prizioù ar madoù diloc'h a zo o vont war-raok.
Lec'hioù dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kichenn kêr Varna eo bet kavet bravigoù koshañ ar bed (4200 - 4600 kent JK).
Ur riviera eo ar c'horn ivez. Kalz kêrioù kouronkañ zo.
Natur hag endro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwarezvaoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwarezva Bevgelc'h Kamchiya (enrolled gant an UNESCO) (Dolni Chiflik, Avren)
- Valchi prehod (Dolni Chiflik)
- Kirov dol (Dolni Chiflik)
- Varbov dol (Dalgopol)
- Kalfata (Dalgopol)
Parkoù broadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Park Naturel Traezhioù Aour (Varna, Aksakovo, Balchik (Oblast Dobrich)
Takadoù gwarezet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Lec'hioù an natur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gorna i Dolna Kapladzha (Beloslav)
- Slyapoto kladenche (Beloslav)
- Byal oman (Dolni Chiflik)
- Urumovo lale (Suvorovo)
- Kuza skoka (Dalgopol)
- Sini vir (Dalgopol)
- Chudnite skali (Dalgopol)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]